Diwar ar strollad sonerezh Storlok, krouet e 1976, e vez gwelet meur a zoare da gas ar brezhoneg er sevenadur breizh; sonerezh, c'hoariva, barzhoniezh, sonennoù evit ar vugale ha me oar me. An dud hag a oa er strollad-mañ o deus lakaet ar brezhoneg da vont war-raok war dachennoù sevenadurel lieseurt. Skoroù a bep seurt vez kavet amañ evit lakaat ar stajidi da gemer plijadur.